Gordon Duncan
Dic’honformist, a-wechoù eksentrik — rock ‘n’ roll, a-benn ar fin — bugel spontus ha donezonet gant ar pib, Gordon Duncan a dorras an holl zifennoù tro-dro d’ar benveg-se.
14 a viz Kerzu 2005 : Kañv a ra ar bed etrekeltiek. Nevez zo he deus kollet unan eus he genidik. Da 41 vloaz e varvas ar soner Gordon Duncan. Dilezet en doa e vignoned e Pitlochry, ar gêr ma oa bet ganet d’ar 14 a viz Mae 1964, etre Glasc’hu ha Fort William.
Hiziv an deiz, an tonioù skrivet gant Gordon Duncan a zo klaseloù sonet er bed keltiek a-bezh. E vignon bras, Fred Morrison, ur mojenn all eus ar pib, a zigor al levr istor : “Gant Gordon hag Andy MacDonald, omp deuet d’an Oriant e 1983. Kontet e oamp evel tri emsaver. Gordon a arnodas gant meur a dra. Gant an notennoù kromatek e cheñchas kalz traoù.”
Ar sonerezh yaouank skosat a dle kalz da Gordon Duncan.
Gordon Duncan
a zeuas da FIL
gwech eus 1981 da 2000
dreist-holl e Trofe Etrekeltiek Macallan evit sonerien binioù bras (Trofe Mac Crimmon bremañ) a c’hounezas e 1997 ha 1998.

