Plijout a ra deoc’h hor raktres ?

Deuit d’an avantur evit brudañ sevenadurioù ar broioù keltiek hag an darempredoù etrekeltiek e rannvro Bro an Oriant ! 

Gallout a rit dont da vezañ ezel pe reiñ un donezon.

Gallout a rit ivez kemer perzh war-eeun e krouidigezh unan eus an delwennoù !

Iwerzhon

Paddy Moloney

Penn ha krouer The Chieftains. Krouet e 1962, ar strollad hir-amzer dreistordinal en deus embannet tost da 40 pladenn hag a zo bet brudet dre ar bed a-bezh.

Alban

Gordon Duncan

Dic’honformist, a-wechoù eksentrik — rock ‘n’ roll, a-benn ar fin — bugel spontus ha donezonet gant ar pib, Gordon Duncan a dorras an holl zifennoù tro-dro d’ar benveg-se.

Galizia

Carlos Núñez

Gwelet e vez Carlos Núñez er bed a-bezh evel ur soner dreistordinal, unan eus ar re siriusañ hag eus ar re splannañ eus e remziad, ur gwir gannad eus Galiza hag eus an etrekeltiezh er bed a-bezh.

Scroll to Top