Paddy Moloney
Penn ha krouer The Chieftains. Krouet e 1962, ar strollad hir-amzer dreistordinal en deus embannet tost da 40 pladenn hag a zo bet brudet dre ar bed a-bezh.
“D’ar Meurzh 12 a viz Here 2021 e oa bet kollet ur monumant gant Iwerzhon, ur mojenn eus he sevenadur sonerezhel pinvidik. Penn ha krouer ar Chieftains, Paddy Moloney, ganet d’ar 1añ a viz Eost 1938 e Donnycarney, a zo aet da anaon d’an oad a 83 vloaz.”
E-kerzh e genlabour gant steredennoù etrebroadel e ezporzhias ivez sonerezh hengounel Iwerzhon da lec’hioù nevez : sonerezh filmoù gant Stanley Kubrick evit Barry Lyndon, kenlabour gant Sting, Mark Knopfler, Sinéad O’Connor, ar Rolling Stones, troioù-kaer war ar sonerezh country gant Chet Atkins, sonerezh klasel gant James Galway ha sinfoniennoù brudet niverus, ha zoken… The Muppet Show…
6 Priz Grammy en deus bet ar strollad en holl.
Paddy Moloney a oa ur soner uilleann pipa, ur binioù a veze sonet en ur azezañ gant ur c’hwezh dindan e ilin evit c’hwezhañ aer. O tont eus ur familh ma oa ar sonerezh ul lodenn bemdez eus e vuhez, e krogas da seniñ an tin whistle (fleüt iwerzhonat) d’an oad a 6 vloaz, hag an uilleann pipes d’an oad a 8 vloaz.
Kalz liammoù en doa Paddy Moloney hag ar Chieftains gant Breizh, dreist-holl gant Gouel Etrekeltiek an Oriant dre e vignon vat Polig Montjarret, gantañ e voe mignoniezh start hag a gasas anezhañ zoken da brenañ un ti e-kichen Bubry.
E 2008 e lavare Paddy : “Evit-me, dont d’an Oriant a zo un tamm evel distreiñ d’ar gêr. Deizioù kentañ ar bloavezhioù 1970 eo o deus lezet ur roud padus warnon. An nozvezhioù er predoù. Nozvezhioù a-bezh o c’hoari… A-benn ar fin e leze ar servijer an alc’hwez deomp hag e c’houlenne diganeomp skrivañ hon evajoù ha serriñ an nor pa’z eomp kuit . Ur marevezh meur ! Soñj am eus eus an Dubliners o splujañ er porzh un nozvezh goude ar sonadeg…”
Paddy, The Chieftains & ar FIL
SETU
Ur sonadeg a oa bet aozet zoken evit ar 50vet FIL e 2020, met divizet e oa bet ar c’hontrol gant ar pandemiezh.



